kerkoulz hag e ti he zad hag he mamm, ha pelec’h e kavo un aer yac’haus evel aer ar c’hoad, amañ ? Ret e vo din evelato… evit bezañ direbech… pa vo divrazet labourioù an eost, he c’has… Mont a ra falloc’h fall. Ma vo dispign, sentiñ ouzh ar wreg a vo bet graet…
Ne c’hoarzhas ket a-hed an deiz.
Koaniet e oa.
— Ha bremañ, yaouankizoù, ur ganaouenn hag un abadenn goroll, a gemennas ar vestrez.
Den ne reas an asvan da glevout.
— Kanañ ’reot an taol-mañ, emezi, en ur hejañ ur voutailhad rom plouz. Kemer ar werenn ’ta, va mab kaer.
Ar paotr yaouank a ruzias.
— N’em eus ket ezhomm, emezañ.
— Nag a c’heizoù gant ar baotred en amzer hiziv ! Kavout a ri an dibab eus ar merc’hed.
Ur paotr yaouank all a nac’has ; un trede a nac’has evelto.
Hep mar ez oant en em glevet.
— Piv a gemero ? a c’houlennas ar wreg.
— Kas ar rom-se ganit, eme an ozhac’h, na pa vefe nemet gant ar vezh. Pec’hed ober fae war rom ken ker.
Per, lesanvet an Trilonk, a astennas e zorn en ur grenañ. Ne oa ket krenerezh anoued na krenerezh kozhni : ha pa ne veze ket a-walc’h da evañ e-lec’h e laboure, Per a rae ur c’housk e-tal ar bern plouz hag a zistroe d’ar gêr.
— Va merc’h-me, eme Ber, en ur dostaat ar werenn ouzh e c’henou, va merc’h-me… a zo bet… klañv. Prenet em eus… he buhez, en ur werzhañ… ur park… va jav… va jav… hag ober tri… tri devezh falc’hat. Da rom ?… da rom, dal ! flaeriañ ’ra.