Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Yun.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

merc’hed a zo chomet da zibellañ, da verniañ ar greun ha da zistlabezañ al leur. Lan ar C’hor a lard rod vras an dornerez.

— Yun, emezañ, lard melen a lakfe barv da ziwanañ dit.


An dornerien o deus debret o lein. Darn er porzh, a zebr un tamm bara gant un drailhenn gig, darn all a zo gourvezet a-c’hwen o c’hein pe war o c’hof, e disheol ar gwrac’helloù. Ar c’helien a flemm, gwenan a safron er bodoù skav, gwesped a nij el liorzh, en dro d’an avaloù bleudek.

Yun en deus lonket buan e damm bara ; emañ azezet war ur piler-maen, ouzh harp an ti ; n’en deus ket kredet mont d’ober ur gourvez. Seza, azezet en e gichen, a zo kroget da varvailhat gantañ.

— Petra e kanin dit, an taol-mañ ? emezi.

— Ar son hoc’h eus kanet din bremaik, a respont Yun.

Ha Seza a ganas :


Me am eus kavet, ur mintin,
Un durzhunell eus ar bloaz-mañ,
Ha bremañ, bemdez e kan din,
An durzhunellig a garan…


Pa voe echuet ganti, Yun a lavaras :

— Brav eo ! Me a garfe gouzout kanañ ivez.

— Ma karez e vo desket dit. Deus warc’hoazh d’abardaez da foenneg ar stêr ; pa ’z in da gerc’hat ar saout e teskin dit :


Me am eus kavet, ur mintin,
Un durzhunell eus ar bloaz-mañ…