Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ur barr-avel.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Palv o dorn dehou a stlakas an eil ouzh egile, div wech.

Graet e oa marc’had.

— Stag al loen, aze, ouzh tal an ti, ha deomp da evañ ur banne ha da renkañ ar gont.

Yann a selle ouzh ar bilhedoù o tarzhañ dirak e zaoulagad, displeget unan hag unan. Pa gontas : daouzek, e santas e galon skañvaet.

Evit mil lur en dije roet e loen.


Yann ar C’herneis a ziskenne eus marc’had ar c’hezeg. E galon a lamme taeroc’h eget kustum, ha, da heul lammoù e galon, priz ar marc’had tonket.

Lakaat a reas e zorn en e c’hodell evit meudañ ar bilhedoù ha klevout kan ar paper kras :

… Ar skouarn… Ar rod… An ahel… …


— Echu ar foar, Yann ?

— Echu, Herve. Ha ganit ?

— Ne rin ket foar hiziv. Edon e soñj prenañ ur vuoc’h… Keraouez a zo war ar saout. Eus ur vuoc’hig e c’houlenner eizh kant lur. Ken din bezañ deut d’ar foar diwezhañ !… Evit ar priz-se em bije bet an dibab…

— N’em eus ket d’en em glemm. Koulskoude, gant ur miz all er c’hraou…

— …

… Ar c’harr a vezo rodet hag ahelet, hag an alar en devo ur skouarn nevez.


An abardaez oa klouar. Frond an nevez-amzer dastumet gant an avel en ur dremen dre ar parkoù,