Pajenn:Riou - Ur barr-avel.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

paour-razh, re zienek evit magañ fiziañs, re voazet ouzh ar baourentez evit en em glemm, ha kalonek bepred en o labourioù tenn.

Yann ar C’herneis a oa bet darbet dezhañ, ur wech pe ziv, pignat eus an trede rumm d’an eil. Ar c’hleñved war al loened pe war an dud ; ar glav, ar sec’hor pe ar skorn o doa miret outañ cheñch stad. Hag hiziv, evit ma vezo rodet e garr ha troet ar waremm penn-da-benn, ez eo deut da foar Gastellin da werzhañ e ebeul.


Evit an trede gwech ar marc’hadour a c’hoarias an dro d’al loen.

— N’eus ket distaol ?

— N’eus ket.

— Distaol kant lur.

— Daouzek kant em eus lavaret.

Ar marc’hadour a hejas e benn, hag a reas an asvan da bellaat.

— Unnek kant, emezañ en ur zistreiñ.

— Kant ouzhpenn.

— Disteurel a ri… Unnek kant hanter ?

— Boued a zo dezhañ er gêr.


Ar marc’hadour a dremenas e zorn war gein al loen, a-c’hin d’ar blev.

— Gra dezhañ redek un tregont kammed, emezañ.

An ebeul a rede skouer.

— Derc’hel a rez da briz ?

— Ya.

— Kerik mat eo. Prez a zo warnon. Dao.