Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

N’eus nemet daou zen er bed hag a oar ober ar skoul mou-se : Nobl ha me, ha den all ebet. Taolit evez eta. Mar deo roet ar sac’h d’ar roue gant ar skoulm heñvel-rik ouz doare skoulm ar roue, neuze e viot gwelet-mat. Em lizer em eus goulennet evidoc’h eur vedalenn aour. Ha plijout a ra d’eoc’h ? »

« O, Alanig, n’em eus ket dellezet kemend-all »:

Ha Tourter a oa ken laouen ma ne oa mui evit chom en e blas, ha ma ne rae nemet dañsal ha lammat eus a gleiz a zehou, hag eus a zehou a gleiz, aet e benn gwall skañv gant ar blijadur.

« A, Alanig », emezañ, « gwelout a ran bremañ e karit ac’hanoun ha ne glaskit nemet va brasa mad. Ha pa vezo gouezet e Kemper oun bet karget da zougen d’ar roue eul lizer siellet hag eur sac’had traou kuz, ha pa vezo spilhennet eur groaz aour war va bruched, soñjit ! pebez enor evidoun-me, me ha n’ouzon na lenn na skriva ! …O, penaos ho trugarekaat ? Nann, morse ne veulin ac’hanoc’h a-walc’h ! »

Ha Tourter a benndaoulinas, hag a bokas da dreid Alanig.

« Bremañ », emezañ, « ez an kuit. Ha penn-da-benn an hent e pedin evit yec’hed holl dud ho ti ».

« Kenavo ’ta, Tourter. Ac’han d’ar bloaz a zeu, ma tegouez d’in, a-benn neuze, beza, evel bremañ, beo ha yac’h ! »

« Kenavo, Alanig, ha beaj vat ! »

Tourter a zegouezas diouz an noz e Kemper. Antronoz vintin, pa voe bodet, e sal vras ar palez, holl aotrounez al lez, Tourter a yeas da gavout ar roue.

A-boan ma oa deut ar maout er sal, Nobl a welas ar sac’h ler, ar sac’h en doa roet da Alanig, ar sac’h a oa bet trouc’het diwar gein an arz.