Neuze, Alanig a furchas en e c’hodell, hag e tennas dioutañ eul lizer.
« Sell ! Tourter », emezañ, « eul lizer evit ar roue Nobl. Kerkent degouezet e Kemper, it d’ar palez da rei d’ezañ al lizer-mañ eus va ferz. Warc’hoaz d’abardaez d'an diwezata ».
« Mat ! aotrou Alanig, graet e vezo hervez ho kourc’hemennou, nemet gwall nec’het oun gant eun dra : n’em eus nemet eur c’hodell em chupenn, hag ez eus enni kalz traou, ha ma tegouezfe d’in terri pe distaga ar siell hoc’h eus lakaet war al lizer e vefen gwelet fall gant ar roue Nobl ».
« Gwir! » eme Alanig. « Mat ! Selaouit: eur sac’h am eus em c’hambr, eur sac’h ler, nevez-flamm, bet trouc’het an danvez anezañ diwar gein Lom an arz. Ennañ ne vezo na pleget na roget al lizer, na torret diwarnañ ar siell goar ».
Hag Alanig a gemeras e lizer en-dro a-dre daouarn Tourter, a redas d’ar sal, a gemeras ar sac’h ler, a lakaas ennañ, e-lec’h al lizer siellet, penn mantrus ar paour kaez Lammig, ruz e ziouskouarn hir gant ar gwad kaledet.
E wreg a oa o peurechui krignat eur vorzed c’had. C’hoarzin a reas o welout he gwaz o lakaat ar penn gad er sac’h ler.
Alanig a zeuas da gavout Tourter.
« Setu », emezañ. « Lakait ar sac’h-mañ ouz ho choug. Ha dreist-holl, na glaskit ket gouzout penaos em eus graet ar skoulm war c’henou ar sac’h, gant aon da zizober anezañ. Rak, lavarout a ran d’eoc’h, ne zeufec’h ket a-benn d’ober anezañ en-dro. Hag ar roue a lavaro e viot bet o klask gwelout petra a oa en diabarz (ar pez na vefe ket gwir koulskoude).