« Arabat d’eoc’h beza nec’het, va gwreg paour », a lavaras Alanig. « Bevit dianken ha sec’hit ho taerou.
Mar am eus prometet, soñjit ne oan ket evit ober a-hend-all ».
Alanig a gendalc’has :
« Mar n’em bije ket prometet mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum evit gwalc’hi va fec’hedou, e vijen bet krouget mil bell ’zo, ha ne garen ket koll va buhez war zigarez lavarout ar wirionez penn-da-benn. Ma n’eo ket eun dra gristen toui e gaou, n’eo ket kristen kennebeut lakaat unan da lavarout gevier en desped d’ezañ, ha va le, touet dre heg, n’en deus talvoudegez ebet. Ma n’eo ket ar gaera tra am eus graet em buhez, n’eo ket kennebeut ar brasa gaou. Gevier disparoc’h am eus displantet meur a wech, ha biskoaz n’em eus bet keuz. A ! va gwreg ha va bugaligou, evomp ha debromp. Al Lammig-mañ a zo tener-kenañ an tamm anezañ. Eul loenig kuilh eo, ha maget-mat. Biskoaz em buhez n’em eus tañvet kig gad par da hemañ. Debromp mat, ha goude e soñjimp petra eo ar fura d’ober : mont da veva e lec’h all, pe chom amañ, rak da Roum ne din ket ».
Ne oa ket peurechuet e gomzou gant Alanig, louarn laer, muntrer, mignon faos ha digristen, pa voe klevet e toull an nor eur vouez o hopal :
« Lammig ! Lammig ! »
E oa Tourter ar maout. Leuniet en doa e gof el liorz. Aet e oa skuiz o c’hortoz e vignon, hag e teue da lavarout d’ezañ e oa poent sevel ha kemer en-dro hent Kemper-Kaourintin.
« Lammig », emezañ, « n’oc’h ket prest c’hoaz ? Poent eo. Soñjit e vo noz teñval a-raok ma vezimp degouezet er gêr ».