Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/73

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

va-unan. Selaouit, ma lavarin d’eoc’h pelec’h emañ. Kuzet eo bet dindan an douar, er Yeun, tost da Venez Sant Mikael. Evit kavout anezañ, kemerit, mar plij, ho pluenn, ha skrivit fraez, gant aon da ankounac’haat : tresit war eur gartenn diou linenn, unan eus Roc’h Trevezel da Venez Sant Mikael, hag unan all eus Menez Kador da Vrenniliz. An teñzor a gaver eeun-hag-eeun el lec’h ma en em drouc’ho an diou linenn-se ».

« Alanig », eme ar roue, « diaes a-walc’h e vo kavout ar takad bihan-se, merket gant diou linenn war eur gartennig ».

« Selaouit, roue. N’eo ket echuet ganin displega d’eoc’h. Kavout a reot al lec’h-se evel-hen : e-kichen, ez eus eur maen-hir. En em gavit e-tal ar maen-hir-se, warc’hoaz, da bemp eur diouz an abardaez. Da bemp eur eeun, ma par an heol war ar maen, sellit ouz e skeud, hag eus penn pella ar skeud, grit hanter-kant

paz en eur drei ho kein d’an heol. Goude, chomit a-sav, ha toullit. Dindan ho treid e vo an teñzor. Da genta, o toulla, ne gavot nemet brug ha lann, ha goude douar du leun a wriziou koz. Kendalc’hit da doulla. Ne zaleo ket an aour da lugerni dirak ho taoulagad : kurunennou ha gwalennou kizellet gant arzourien dournet-mat, kurunenn ar roue Emerig dreist-holl, a lugern kement ma vez gwelet a-bell, ha ma treuz he sked ar seiz, ar satin hag ar mezer fin. A ! ne vez ket graet ken war an douar traou ken brao na ken prizius. An dud, en amzer hizio, n’int ket douget da garout seurt traou. Eo, braventez ha priziusted marc’had-mat. An dud hag a ouie labourat ken dispar a zo marvet mil bell ’zo. O bugale, avat, n’eo ket bet roet d’ezo spered o zad. O roue, o rouanez, diwezatoc’h

− 70 −