Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


« Rouanez », eme ar roue, « na gredit ket anezañ. Met ma komz d’eoc’h diwar-benn laeroñsi, muntrerez ha torfedou all, kredit anezañ hardi. E gwirionez, n’eus ket bet ha ne vo morse war an douar eur gaouier ken bras hag heñ ».

Ar rouanez a lavaras :

« Gwir eo, va aotrou, doare-beva Alanig n’eo ket bet eus ar re gaera. Graet en deus muioc’h a zroug eget a vad. Soñjit evelato en deus diskuliet Flaer, e eontr, hag e dad zoken. Ma ne vije ket bet gwir ar pez en deus lavaret, n’en dije ket tamallet anezo. Gwelloc’h en dije kavet moarvat tamall enebourien eget e gerent tosta ».

Ar roue a lavaras d’ar rouanez :

« Rouanez, ra vezo graet hervez ho polontez, ha, mar kav d’eoc’h eo furoc’h ankounac’haat torfedou Alanig, e pardonan d’ezañ eur wech all c’hoaz. Met, lavarout a ran d’eoc’h ivez : ma teu tud da glemm adarre diwar e benn, mil keuz en devo, heñ, e wreg, e vugale, e vignoned, e gerent, en amzer bremañ hag en amzer da zont. Eur blanedenn griz hag ar wasa dismegañs, ar baourentez hag ar galeou a vezo o lod.

Alanig a selaoue. Mousc’hoarzin a reas en e galon pa glevas komzou ar roue.

« Roue », emezañ, » ar wirionez penn-da-benn am eus diskleriet d’eoc’h, hag a-raok nemeur ac’han e c’hellot gwelout gant ho taoulagad an teñzor kuzet ».

« Mat », eme ar roue, « ar pardon a roan d’eoc’h ».

Alanig a dridas gant al levenez.

« O roue », emezañ, « o rouanez, biken ne zizoñjin ho madelez. Re vat oc’h em c’heñver. Evit ho trugarekaat e roan d’eoc’h, gant levenez, teñzor burzudus ar roue Emerig hep derc’hel eun diner zoken evidoun