Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

burzudus. An aour-se a zo bet laeret, ha laeret d’ar mare mat. Aotrounez hag a gav d’eoc’h int servijerien vat ha leal o doa lakaet en o soñj laza ac’hanoc’h. Met eun nozvez e welis el loar e vijec’h bet lazet er bloaz ma ne vije ket bet laeret an teñzor-se. Dont a ris a-benn da laerez anezañ ha da savetei ac’hanoc’h war eun dro. Va zad a lavaras d’in e oa eun dra guz, ha ne dalveze ket ar boan goulenn hiroc’h digantañ. Al laeroñsi-se a goustas ker d’ezañ. Allas ! Allas ! Ha d’in-me, siouaz ! Rak ma vije chomet kuzet da viken an teñzor daonet-se, Job ar bleiz ha Lom an arz ne vijent ket bet enebourien d’in. Met, n’eus forz ! Laouen e varvin, rak, en eur laerez an teñzor em eus savetaet ho puhez. An droug c’hoarvezet ganin, evit gwella mad va roue eo bet ».

Ar rouanez a voe trubuilhet he c’halon o klevout an holl draou-se.

« Alanig », emezi, « soñjit emaoc’h dirak ar maro. Lavarit d’imp ar wirionez eeun-hag-eeun ha penn-da-benn. Penaos e c’hoarvezas d’ar roue beza war var beza lazet, ha penaos, dre an teñzor-se, eo bet saveteet ? »

Nobl ar roue a lavaras :

« Alanig, diskennit diouz ar skeul ha tostait ; tostik, tostik-tre, ma klevin fraez ».

Alanig a ziskennas eta. E enebourien, avat, a oa droug enno. Al louarn a benndaoulinas dirak ar roue.

« Va mestr », emezañ, « ne lavarin gaou ebet. Petra ’dalvezfe d’in eur gaou pe zaou, peogwir e vezin maro a-raok eun eur amañ ? Re a enebourien douet a zo en-dro d’in ! »

Alanig a grene gant aon na vije ket bet kredet e sac’had gevier.