Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/63

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

d’ezañ an aon am boa bet. Gouzañv a ris goaperez, rak soñjal a raen e vijen bet gopraet mat.

Klevit eta, roue meur, klevit, duged, konted ha baroned, klevit, priñsezed. Pa voemp degouezet er c’hoad doun, Job a lavaras d’in :

« Alanig, pell a-walc’h omp aet. Taolomp an ounnerig war an douar. Bremañ e c’hellit kemer ho frankiz ».

« Eñ ? » emezoun, « petra ? penaos ? »

« Ne gomprenit ket ar brezoneg ? » emezañ. « Me a lavar d’eoc’h oc’h dieub da vont bremañ lec’h a garit ».

« Met, an ounner ? »

« An ounner a zo d’in-me », emezañ, war eun ton rust ha rok. « Ret eo d’eoc’h soñjal em eus er gêr eur wreg ha kalz bugale, ha n’eo ket re an ounnerig-mañ evito ».

Ha setu n’em boa bet tamm ebet en taol-se.

Alies e veze roet d’in eun tamm kostezenn grignet da grignat, pe eun tamm bourlas kalet da chaokat. A ! Job ar bleiz a zo bet atao em c’heñver eur c’hompaer divalo !

Dre eurvad evidoun, nem eus gouzañvet, daoust da Job, na naon na sec’hed. Eun den pinvidik a gav atao da brena, ha me am eus eun teñzor kuzet, eur bern aour ken bras ma ne dafe ket e seiz tumporell, staget seiz jao ouz pep hini ».

Neuze, ar roue a lavaras :

« Pelec’h emañ an teñzor-se ? »

« O ! » eme Alanig, « lavarout a rin d’eoc’h pelec’h emañ, rak me a zo o vont da vervel ha ne dalvezo ket d’in. D’an eur diweza eus va buhez n’em eus ket c’hoant da lavarout gaou. Klevit ’ta istor an teñzor

− 60 −