Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Lom ne respontas ket, nemet sacha a reas kreñvoc’h war ar gorden evit trouc’ha berr ar c’homzou e toull-gouzoug an amprevan.

Degouezet e oant.

« Job », eme Lom, « lakait eur skeul ouz ar wezenn-mañ, ma pignin da staga ar gorden ».

« Kement-se a vall a zo warnoc’h da staga ho niz ouz ar groug ? » a lavaras Alanig gant eur vouez truezus. « Bravoc’h e vefe d’eoc’h difenn anezañ diouz e enebourien. Met, peogwir e kavit plijadur o lakaat ac’hanoun d’ar maro, kendalc’hit, ha grit buan, rak mar degouez d’in en em denna ac’han, me ’lavar e kousto ker d’eoc’h ».

« Sell ! » eme Lom. « Klevit anezañ ! Ober a ra goap ouzimp c’hoaz, pa emañ dirak ar groug. Ar skeul, buan, buan ! »

Alanig a soñje :

« Penaos e teuin a-benn da deneraat kalon ar roue ? Droug bras a zo ennañ. Va mignoned a zo aet kuit, ha n’eus nemet kasoni ha fulor en-dro d’in. Koulskoude e karfen talvezout d'an tri-mañ o c’homzou faro. Petra ’lavarin d’ezañ ? N’em eus graet tra vat ebet em buhez, ha torfedou am eus graet, dre gant ha dre vil. Met, n’eus ket da c’hedal ».

Alanig a oa pignet er skeul, ha bremaik e vije bet e benn er skoulm-lagadenn. Eus gorre ar skeul e tistroas eta war-du e enebourien, hag e lavaras d’ezo :

« Roue, itronezed, aotrounez, kristenien, ar maro a welan dirazoun, hag, a-raok mervel, e c’houlennan diganeoc’h ar pardon eus kement droug ha kement poan-spered am eus graet d’eoc’h. Goude ma vezin maro, lavarit eur bedenn evit ma vezo pardonet d’in va fec’hedou : mil pardon am eus ezomm da gaout.

− 57 −