Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

oa ennañ. O welout anezo ken niverus, Alanig al Louarn a c’hoarzas glas.

« Roue », eme Lip-e-Bao, « eun tamm anduilhenn en deus laeret diwarnoun ».

« Roue », a lavare eul loen all, « an hanter eus va bugaligou en deus lazet d’in ».

« Va re-me a zo bet debret betek an hini diweza ».

« Roue, Alanig en deus bevet eur vuhez digristen ».

« Roue, Alanig a zo eur gwall loen ».

« Ya, ya, roue, poñsined ha polezi en deus debret e kement parrez a zo er vro etre Kemper ha Kastell ».

« Roue, goap en deus graet eus ho sujidi : Lip-e-Bao a zo bet pistiget gantañ ».

« Me a zo bet hanter lazet », eme Lom an arz.

« Me, ne vezin ket pare ken », eme Job ar bleiz.

« Me, me… »

« Roue, Alanig a zo laer ».

« Roue, Alanig a zo trubard ».

« Roue, Alanig a zo muntrer ».

Nobl ar roue a selaoue.

« Roue, Alanig en deus graet goap ouzoc’h »

« Eñ ? eñ ? » eme Nobl. « Petra ’glevan ? »

« Ya, lavaret en deus dirazomp n’ouzoc’h ket an tu da ren ho rouantelez ».

« Lavaret en deus n’oc’h ket gwall zesket ! »

« Ha n’oc’h ket bet er skol !

« Ha… »

« Ra vezo krouget ! » a yudas Nobl, kounnaret-ruz.

Alanig a voe kerkent chadennet d’ezañ e zaouarn ha taolet eur gorden dreist e choug. E vignoned, rouez avat, a oa glac’haret-holl : Flaer ar broc’h, ha Rikiki ar marmouz, o doa c’hoant gouela. Pa ne c’hellent ket savetei Alanig, kuitaat a rejont ar palez, rak