Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kerzout a rejont o-daou, dre an hentou doun, war-du palez ar roue. Gwelout a rejont war an tu dehou eur maner kaer. An aotrou a save toradou polezi, ha bemdez e vezent lezet da vont er-maez eus ar maner da ober eun tammig diskrab er parkeier tro-war-dro. Al louarn en doa graet, mil bell a oa, anaoudegez ganto.

« Ar gwella eo d’imp », eme Alanig da Flaer, « eo trouc’ha dre ar parkeier-mañ, ha heulia moger ar maner. Kalz tostoc’h eo an hent ».

Flaer a sentas outañ. Kavout a rejont polezi er park, kerkent ha m’o doa lammet en tu all d’ar c’hleuz. Alanig a oa laouen ha beo mab e lagad. A-dreñv ar yer e welas eur c’hilhog yaouank ha maget-mat o kana seder. Ober a reas eul lamm warnañ, ha plu a nijas tro-war-dro.

« N’hoc’h eus ket mez ? » eme Flaer, droug ennañ. « A-boan m’em eus roet d’eoc’h an absolvenn, setu oc’h kouezet adarre er pec’hed ! Ha kouezet er pec’hed war zigarez eur c’hilhog yaouank. N’eo ket ar binijenn-se am boa roet d’eoc’h. Kredi a rae din e oa deuet keuz d’eoc’h, padal ! »

Alanig a respontas :

« Va niz, laerez eur c’hilhog n’eo ket eur pec’hed bras, pe, ma ’z eo pec’hed, pedit evit ma vezo pardonet d’in ».

Flaer a hirvoudas gant tristidigez.

Kenderc’hel a rejont gant o hent. Bep dek metrad, Alanig a zistroe e benn da sellout ouz tu ar yer. Ne oa ket evit mirout, kaer en doa ober. Evit ober d’ezañ chom hep sellout outo, e vije bet ret trouc’ha e benn dioutañ.

« Va eontr », eme Flaer d’ezañ, « n’hoc’h eus ket

− 49 −