benn a-dreñv, war e choug, war e fri, war e c’henou hag a-dreuz e zivesker. An taoliou a goueze warnañ ken stank hag an avalou war an douar pa vez strilhet ar wezenn. Goude dek munud eus an abadenn-dañs-se, Job ne yudas mui. En em leda a reas war al leurenn, goude m’en doa dislonket kement begad eus ar c’hig tener en doa debret.
« Maro-mat eo, » eme ar c’higer.
Kregi a reas peg e choug ar bleiz, hag e stlapas anezañ en eur c’horn eus al leur-gêr evit tremen ar peurrest eus an noz.
Ma ! Job ne oa ket aet e vuhez dioutañ. Eur bleiz a zo ken diaes hag eun targaz da laza. Soñjet en doa ervat : « Ma ne ran ket ar maro bihan e vezo roet d’in ar maro bras ». Ha setu ! Job a waskas war e boan hag a voe lezet e peoc’h. »
Setu aze, va niz, va holl droiou kamm penn-da-benn. Gwall dorfedou am eus graet. Met keuz am eus. Roit d’in bremañ an absolvenn, mar plij ganeoc’h. »
« Va eontr, pardonet e vezo d’eoc’h ho torfedou, bras ha bihan, peogwir hoc’h eus keuz, gant ma heuilhot evelato va holl c’hourc’hemennou : arabat laerez, arabat lavarout gevier, arabat heta droug d’an nesa nag ober d’ezañ, arabat debri kig yar ».
« Eñ ? » eme Alanig.
« Lavarout a ran d’eoc’h : arabat tostaat ouz kludou ar yer, ha, pa welot eur bolezig taget gant eul louarn bennak, dilammit dioustu da zifenn al labousig, ha kasit anezañ dizroug betek ti e dad hag e vamm. Setu aze. Toui a rit ? »
« Ya », eme Alanig, « toui a ran ».
Hag Alanig a voe roet d’ezañ an absolvenn.