« O Roue glorius, kredit ac’hanoun, va eontr a zo bet c’hoariet, ouspenn kant gwech, gant ar bleiz. Galvit Alanig d’ho palez evit ma c’hello en em zifenn, heñ e-unan. Da c’hortoz, ret eo d’in difenn anezañ penn-da-benn, peogwir en deus kement a enebourien douet.
« Istor Lammig ? Komzou goullo ha sotoniou ! Alanig a c’hourdourze an tad abalamour na zeske ket ar vugale, ha netra ken. Feiz ! ma ne c’hell ket ar vistri ober gourdrouz d’ar gerent, neuze ’vat ! Rak gourdrouz ar vugale en amzer hizio a zo amzer gollet. Kaer en doa va eontr dispign e amzer hag e boan, bugale Lammig ne daolent evez ebet, ne selaouen ket, ne zeskent ket o c’henteliou, ne raent morse o deveriou, hag an tad hag ar vamm o leze d’ober skol-louarn pa garent ! Penaos ne vije ket aet droug er mestr-skol ?
« An tamm ki bihan a netra, aze, a lavar ez eus bet laeret diwarnañ an tamm anduilhenn an doa kuzet war gleuz al liorz ? Bravoc’h e vefe d’ezañ ober e ziouer ha rei peoc’h. Klevet hoc’h eus : an tamm anduilhenn a oa bet laeret a-raok. Laerez eul laer ne dle ket beza eur pec’hed bras, ha ma vije bet krouget ar c’hi, d’an apmoent, ne vije bet den da veza tamallet. Koulskoude, Alanig n’en deus graet droug ebet d’ezañ. Lezet en deus anezañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c’hell barn unan bennak d’ar maro.
« Allas ! Va eontr hag a gar kement ar justis, n’eus den douget da veza just e geñver. Piou, er vro, a sent gant kement a zoujañs ouz lezennou ar roue evel Alanig ? Me ’garfe gouzout e ano. Den ebet.