Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

traoñ, war an hent. Job a zebr anezo. Goude m’en deus diskaret a-walc’h a besked, Alanig a lamm eus ar c’harr, evit kaout ivez eun tañva. Hogen ne chom pesk ebet mui. Job en doa debret anezo holl, ha kement en doa debret ma oa bet darbet d’ezañ krevi gant e gorfad. N’en doa lezet nemet an drein en e zilerc’h, hag e kinnigas an drein-se d’e vignon !…

« Selaouit eun dro all c’hoaz. Displeget e vo d’eoc’h penn-da-benn, hervez ma ’z eo c’hoarvezet. En eur gêr, e parrez Pluguen, e oa bet lazet eur pemoc’h lart, ha lakaet en eur c’harrdi goude ma oa drailhet. Va eontr a oa deut ar c’helou-se betek ennañ. Mont a reas dioustu da gavout Job, da lavarout d’ezañ beza prest da vont en hent, kerkent deut an noz. Setu an daou gompaer war hent Pluguen, kazel-ha-kazel, ha laouen-bras. Pa oant degouezet dirak ar c’harrdi, Alanig a daolas eur sell en-dro d’ezañ. Lazet e oa ar goulou en ti, ha didrouz ar porz. Lammat a reas er prenestr, ha stlapa a reas d’ar bleiz, chomet er-maez, ar gwella tamm en istribilh ouz eur vaz-krog.

« Siouaz d’ezañ ! Ar chas ne oant ket pell, ha santet o doa c’houez. Alanig ne c’hellas en em denna eus a zindan o skilfou, nemet pa voe bet divlevet e groc’hen war meur a dakad. Mont a reas da gavout ar bleiz, ha da c’houlenn digantañ e lod eus ar c’hounidigez, evit kaout eun digoll eus e boaniou kalet. Job a lavaras d’ezañ : « Eun tamm dispar am eus dalc’het evidout. Kemer ha debr. Vad a raio d’it ». Ha Job a roas d’am eontr ar vaz-krog da lipat ! Ar gwella tamm eus ar pemoc’h stlapet er-maez dre ar prenestr, va eontr ne welas ket al liou anezañ. Droug a yeas ennañ, nemet ne lavaras ger. Ar pez a soñjas ? Gouzout a rit kenkoulz ha me.

− 13 −