kustum : skrivella ar c’hezeg, leunia a foenn o restell, skuba ar gouzi diwar darou ar marchosi, a sellas gant souez ouz Saik ar Mokaer, e vestr, pa voe kemennet sternia ar c’hezeg goude o doura.
Gregor Kogan a nac’has chom da zourna da c’houel Varia Hanter-Eost.
E porz Pennavern, e tegouezas abred mevelien deut eus Kerunkun, eus Torr-ar-Menez, eus Lanurgad gant o c’hezeg hag o c’hirri.
Ar wazed a zouras o c’hezeg en neo-buñs.
Gregor Kogan a skarzas goude an neo hag a riñsas gant palv e zourn glaour al loened chomet stag ouz ar maen. Tenna ’ reas diouz ar puñs eur c’helorniad dour fresk, hag e walc’has e gorf noaz betek e zargreiz.
— Gregor ! …
Diouz al leur, Herve, mevel bras Lanurgad, eur mignon, a hope d’ezañ, hag a c’houlennas digantañ perak en em gempenne ken spis a-raok dont e-kreiz ar boultrenn hag ar pell da voueta an dournerez.
Gregor ne respontas ket.
Ar Mokaer, mestr bras Pennavern, teo ha ruz e benn ha re lart evit ober labour start, a yae hag a zeue dre al leur, eur c’horfad droug ennañ.
Mevel bras al Lanurgad a hopas : — Poent d’an dournerez mont en-dro. Piou a voueto ?
— C’houi, a lavaras d’ezañ ar Mokaer.
— N’eo ket d’in da voueta an dournerez, rak Gregor Kogan a zo mevel bras war leur Bennavern.
— C’houi a voueto, eme ar Mokaer.
Hag e chomas a-sav dirazañ ; ha gant eul luchadenn :
— Daoust ha koumanant bras hoc’h eus e Lanurgad ?