Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

bet d’ezañ mont da goc’ha war gribenn eur menez. (Sellout a ra ouz an heol.) An abardaez o tont. Hep ! gedour ! ha tostaat a ra soudarded Nomenoe ? Gedour, bouzar out ?

Ar gedour, moredet war c’horre eur siminal

Hoo ?

Konwoion

Emaint o tont ?

Ar gedour

Petra ?

Konwoion

Me da betraio, bremaik. Kloareg ! kloareg !… (Sellout a ra en dro d’ezañ.) Pelec’h ar c’hast emañ ar c’hloareg-se ? (Hopal a ra, ken a gren kement den war ar blasenn.) Gwenn… oll !…

Gwennoll, a bell

Y…a ! (O tont.) Petra a zo c’hoarvezet, Aotrou ’n Eskob ?

Konwoion

Asa ! hemañ a vez atao e betra…

Gwennoll

Eus va gwerz hoc’h eus ezomm, Aotrou ’n Eskob ?

Konwoion

Klevit !… Pa vo savet ganeoc’h ho kwerz, kan ha diskan, adskrivit anezi war baper seiz, ha, warc’hoaz, el liorz, d’ho plegadenn vintin, ec’h arboellot evelse eun nebeut deliou kaol. Daoust ha prennet hoc’h eus dor eun ostaleri bennak ?…

Gwennoll

Ya ; hini an « Dour Benniget ».

Konwoion

Hini an « Dour Benniget » !… N’eus ket en ho penn daou wennegad a skiant prenet. Prenna eun ostaleri ken kristen ! N’ou-

88 —