Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/89

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


War ar blasenn


Konwoion

Eur vez eo gwelout stad an dudou-mañ… Ar re a zo gleb o bragez a zo pedet d’en em guzat a-dreñv ar re all. (Ar gouerien a sell an eil ouz egile.) Daoust hag hoc’h eus klevet ?… A-dreñv !… Ha c’houi, Seza, ha c’houi, Maivon, ha c’houi, Yann, araok. (Yann ha Maivon a gil.) N’eo ket a-dreñv ! araok a hopan d’eoc’h !

Yann

Me a zo gleb va bragez.

Konwoion

E-pelec’h, neuze ?

Yann

A-dreñv.

Konwoion

An tu adreñv ne sell ket ouz an tu araok. Chomit el lec’h m’emaoc’h. (An holl a glask kila hag en em denna eus ar blasenn, hep beza gwelet.) Chom a reot el lec’h m’emaoc’h ? Boulc’hurun ! A ! kompren a ran : an tu adreñv a zo tostoc’h ouz an ostaleri. (Da Wennoll.) Kloareg, it da sparla doriou an ostaleriou.

Gwennoll

Ma sparlan an noriou, Aotrou ’n Eskob, dre belec’h eta e teuin-me er-maez ?

Konwoion

Dre ar prenestr.

Gwennoll

Dibrenn ar prenestrou, ne vo droug ebet. Toullou ar prenestrou a zo re striz evit korf ar beizanted. (D’ezañ e-unan :) A ! ma vije bet ar baotred-mañ gant Nomenoe, en emgann Ballon, furoc’h e vije

— 87