Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/65

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
an archer

Hag oc’h deût evelato d’ar foar ?

maivon

Da gavout ar medisin, aotrou archer.

an archer

O ! gouzout a ran pegen start eo dougen bugale. Da zek mab oun bet tad, hag e-keit ma veze va gwreg o tougen, e veze ret d’in soursial ouz labour an ti goude graet labour ar park.

maivon

C’houi a zo eun den a galon.

an archer

Re a galon. (Maivon en em glemm.) Emoc’h o vont da glañva ?

maivon

Kasi sur ; n’oun ket evit chom pelloc’h em sav. Emaoun o vont da vankout ma ne azezan ket.

an archer

Deuit ganin ma kasin ac’hanoc’h da di ar medisin.

maivon

N’oun ket evit mont da di ar medisin p’eo gwir n’em eus ket eur gwenneg zoken em godell. Arc’hant va brilli a oa evit paea ar medisin ha va brilli a zo bet dalc’het diwarnoun.

madalen

Pec’hed eo ivez derc’hel viou war goust eur baourez kaez.

an archer, da vaivon

Rei a rafen d’eoc’h ho prilli en-dro, nemet n’eo ket me eo ar mestr ; hag, ouspenn, ne gavot ket gwerz d’ezo. Ostiz an Trilonk a bresto d’eoc’h moarvat ar peadra. It d’e gavout.

— 63