Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
naig

Kazelik-kazelik e daio aezikoc’h. N’eo ket gwir, Seza gaez ?

seza

Gwir. (maivon ha sadalen a ra tro ; Seza ha naig en em denn, kazel ha kazel.)

maivon da vadalen

Ha ni, amañ, hon diou, hon unan !…

maivon

Me n’oun ket evit chom pelloc’h em sav.

an archer

Ha c’houi a zo klañv, ivez ?

maivon

Klañv ha gwall glañv, siouaz ! Mez am eus.

an archer

Eur c’hleñved mezus eo moarvat ?

Maivon

Mezus kenañ, aotrou archer… Gwelit pegen stardet eo va c’horkenn…

an archer

N’em boa ket taolet evez : o tougen emoc’h ?

maivon

Evit an ugentvet gwech, siouaz d’in ! Hag emaoun hizio war an navet miz. Buhez ar gwragez war an douar a zo penn-da-benn eur menez kalvar.

62 —