Ar c’hoadou o c’hlaza, an heol klouar o para, an deliou o veleni, o kraza, o koueza ; ar glao o veradi…
Ar c’hoadou a gani.
Ar c’hoadou a ganin…
Al lann e bleun a alaoure an diribinou ; ar brug hag ar brulu a oa tan war an torgennou. Noz ha deiz, a-hed ar bloaz, e veze dirazoun buhez ha kaerder Breiz.
Breizad ebet n’anavez ha ne gar e vro, eveldoun-me, ar foeter-hent.
Pa zistroe, goude o labour, ar gouerien c’hall d’ar gêr, e welen diwar ar gorreou an tiez o vogedi hag ar maeziou o voukaat, e mored an noz.
Ha me, ar foeter-hent, e pare warnoun ar stered evel daoulagad ar sent, enaouet er baradoz.
An noziou sioul hag ar stered a gani.
An heol a gani…
Foeter-hent, foeter-hent, n’out ket eun divroad nag eun emzivad. Breiz eo da vamm, Doue eo da dad, ha da vro a gani…
En hentou doun a bar an heol war o letonenn flour, e kano hiviziken ar portezour o vont da gas d’ar c'hêriou ar bleud hag ar bara ; e skoasilli digompez an hentou doun e kano rodou an tumporellou o tougen an teilh da struja ar parkou. Ar c’hirri o strakal hag o klemm gant ar bec’h, ar mirc’hed o reuda el loc’hennou hag o tenna tan ouz mein an hent hag ar charretour o pec’hi a gani.
Al labour a ganin…