Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/139

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


D’ar beure e veze arc’hantet ar geot gant gliz an noz. Hag e vez lavaret e tegas eurvad ar c’hlizenn arc’hantet d’ar c’henta tremeniad.

En hentou e tremenen araok an dremenidi.

an awen

An hentou arc’hantet a gani.

ar foeter-hent

An hentou arc’hantet a ganin…

Traoniennou glas a hedis, nadoziou-aer a welis o voredi war ar c’hedigou meur. Hag e selaouis mouskan ar gwaziou en naoziou ha trouz sklintin ar stivellou er pradou…

Bourrus e oa eva e boz va dourn an dour sklaer a virbilhe a-hed ar radenn-naer, diouz an diribinou.

an awen

An douriou a gani.

ar foeter-hent

An douriou a ganin…

D’an diskar, dre wall amzer, koumoul en oabl ha yen an avel, e koage hag e c’harme ar brini hag ar c’hefeleged-mor us d’ar parkeier hadet ; ha, da serr-noz, e yude ar bleizi er roziou.

an awen

Ar brini hag ar bleizi a gani.

ar foeter-hent

Ar brini hag ar bleizi a ganin…

Pa zegoueze d’in beza aet skuiz o vale, entanet ma oa va zreid ouz mein an hent, e kerzen dre ar c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet. D’ar goañv, e kaven eno disklav, ha distan dre hañv bero ; d’an nevez-amzer e lusen ; hag e kistinen, d’an diskar.

— 137