Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

lavaret gaou. Met n’ouzon ket perak e klaskfes donedigez an dispac’h.

— Evid ober evel ar pennou braz, laerez tud ; evit lakât danvez Yann ebarz va godel. Dont a raio an Dispac’h ; fall ez a an traou e Pariz, hervez kaoz ar mear er mintin-man.

— Pegwir e klaskez ar binvidigez, arboell da zanvez gwenneg evit gwenneg ; padal real dre real ez a e traou da lonka.

— Brao emaoun ganti, ma virer ouzin glebia, eur wech dre vare, va c’hourlanchen !

— Eur wech dre vare ?

— Ya ! bemdez, feiz !… Ar re all a glasko o flijadur elec’h a garint, met me garfe gwelet danvez ar bed rannet e ken alies a lodenn hag a zen. Neuze me a raje kof teo kerkoulz ha meur a hini… Ar vicher-ze ne vez ket desket. Met ar re baour a ya war baourât raz. Gant ma ne vezo ket red d’in gwerza va c’hroc’hen d’an diprer evit prena eun tammig dilhad bennak da lakât en-dro d’in !… »

Ar Gwillou ne oa ket souezet-holl gant prezegenn e geneil. Bloaveziou ’zo, e kaozeer eus dispac’h. Met ma teufe an Dispac’h euzus e vefe c’hoaz, war e lerc’h, tud oc’h astenn o dorn, hag eürus o kaout eur c’hraou evit krafina o laou.

An hini a skriv kement-man n’eo ket brasoc’h e zanvez eget palv e zorn. Benniga a ra Doue evid ar pez en-deus graet evitan. Faë a vefe gantan beza nec’het gant e zilhad hag e voued, evid eur rac’houenn en deus da leunia.

War wasât ez ae an arne.

Al loar a ziskenne :

— « Boulc’hast ! a yud ar Beuzeg, kouezet oun en eur poull !

— M’her gouie. Diouz klevet da spered o sorc’henna e oa aes gouzout ne oas ket mui re blomm war da zivesker.