Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Beuzeg ha Gwillou, sonerien vrudet ar c’hanton, a oa o tont d’ar gêr diouz eured eun intanvez goz, aet da gemer en he c’halonig eur goazig, munudik, dister, koant evel eur plac’hig, met berr-speredet eun tamm :

« Paour-kaez maouez ! a lavare an dud, c’hoant dimezi a oa enni, panevet-se… met petra a raio breman gand ar marmouz ? »

Gra evel ma kari, paotr pe verc’h ; kement-se ne zell ket ouzin ; me zo o vond da c’haloupat war-lerc’h va zonerien prest da darza gand an anoued e-kreiz al lanneier.

Kerzed a raent bepred, ar Beuzeg hag ar Gwillou. An avel a lakae anezo da bec’hi.

« M’hen tou, eme Veuzig, biskoaz em buhez soner, n’eus bet digouezet ganin gweled eun eured ken dister. Dister-tre !… Ne oa ket zoken traou da eva pa gared. N’eo ket gwir ?

— Eo, gwir. Eur vez !… eur vez !… Pet den a zo aet mezo d’ar gaer ? Den ebet. Badaouet gand ar c’hoant kaout. Sell !… me a yafe eün gant va hent ma ne deufe ket an avel da zalla ac’hanoun ha da droc’ha din va divesker. N’eus nerz banne ebet em penn.

« Treut ! treut an traou »,
A lavarent o-daou.

– Biskoaz seurt noz ! » a gendalc’he ar Beuzeg. Paneved eman stard va c’halon em c’hreiz e vijen aet e sac’h an anoued.

— Ha me, a lavaras ar Gwillou, paneved ez eus eur penn poellek war va choug em bije pedet evit donedigez an dispac’h.

— Te, dispac’her, n’emout ket mat ?

— Ya ! n’eus ket danvez eun dispac’her ennoun ? Evit piou am c’hemerez ?

— N’eo ket aze eman an dalc’h. Danvez zo ennout, evit ober eul lorgnez eus ar re vrasa, hep