An den yaouank a gontas an istor-man e gar Lokmaria a harpas c’hoaz e kroaz-hent an Huelgoat ha Montroulez. Eva reas eno ive evit netra gand eun danevell all. Erruet en Huelgoat, e oa mezo dall. Krabanou an archerien a gouezas warnan hep dale. Met kas a reas an archerien da gousket ; dispaka ’reas e gontell, kounnaret.
Antronoz, tud Lokmaria a lennas war an « Ouest-Eclair » al linennou-man :
« En Huelgoat, eun den, anvet Youenn Mordiern, ginidik eus ar barrez, a oa mezo dall. Tenna a reas e gontell war an archerien. Kaset eo bet d’ar prizon. »
Soazig ne lennas ket al linennou-se. He urz a vire outi lenn ar c’hazetennou ha trouz ar bed a varve e toull dor al leandi. An nozvez ma ’z eas Mordiern d’ar prizon, e chomas pelloc’h eget m’oa boazet, da bedi en he c’hambrig, evit digas bennoz an Aotrou Doue war he muia karet.
- D’ar bemzek a viz meurs 1924.