Na mamm, na tad, na kar ne vezo ouz e c’hortoz, na mab ebet evit pokat d’ezan abarz mervel. Mat a reas chom hep dimezi. Eur gwaleur eo ar vezventi ; gwasoc’h c’hoaz eo lakaat er bed-man bugale barnet.
« Eur c’heuz a zoug en e greiz :
« Ar c’heuz da veza chomet hep faouta e benn d’an hini koz, an hini a reas ar reuz. Dibennet e vije bet d’e dro, pe kaset d’ar galeou ha peoc’h a vije bet diwar e benn.
« Doue a bardono dizesper kriz ar mezvier, deuet da veza, gant mezventi e dad, gwalleurusoc’h eged eur c’hi klanv.
— Ha pelec’h ema breman Mordiern ? a lavaras adarre an hostizez.
Elec’h respont, an den a gerzas prim er maez, en eur vralla, ouz e heul merc’hed yaouank gar Lokmaria a oa deuet da zelaou.
An den a gemeras hent an Huelgoat.
An abardaez a ziskenne.
Ha merc’hed koant ar marc’hadour koad, merc’hed dibikouz ar marc’hadour-ed hag ar benherezed a drape hag a drape, heb ehan, evel rod ar Veilh Nevez, araok mont d’o zi.
Met toui a rejont ne vije ket bet o fried eur mezvier. Kentoc’h e vijent chomet hep dimezi.
Bennoz da Zoue ! ma ’z eo fur ar merc’hed e Lokmaria, ker fur eo ar gwazed, hag eno evel e lec’h-all, ez a ar vezverien war rouesaat. Ma karfe an holl senti ouz lod anezo, ez afe dioustu d’an traon ostaleriou ar vro. N’eus ezomm ebet da gas an ostaleriou d’an traon. Met eva nebeutoc’h a zo red pe — n’eo ket an ostaleriou – met ar ouenn, met Breiz eo a yelo d’an traon.
A vare da vare
Eur banne ’zo yac’hus,
Va zad a lavare :
Daou a zo katarus.