bolz an nenv a zislive d’ar glas dre ma selled d’an uhel, hag e tu ar reter e oa skedus evel eun tangwall. Eur vorenn er pellder a lakae bardegennou (koumoul) war an heol ; bannou ar sklerijenn a dreuze anezo e pep lec’h… ar zav-heol a lugerne evel ar mor pa ruilh warnan gwagennou aour.
Mordiern a bigne d’al laeou a dreuz ar parkeier, gleb gant gliz ar beure. Sonjal a rae :
Bloavez gliz,
Bloavez gwiniz,
hag e galon laouen a vouskane gand ar c’hrennlavar.
Pignat a rae d’ar menez goustadik, dre ar wenojenn karvet e tor an dosenn. Dre ma pigne e sklerijenne an deiz ; ar vorenn c’hlas a jome eharz an douar, hag an dilerc’h anezi a jome war al leinou, a lugerne evel neud arc’hant e beg al lann, evet buan gant gwrez an heol tomm.
O vale edo etouez ar gwaremmou, pa welas eur vaouez o tont du-hont.
Eur plac’h yaouank oa hervez he bale.
He c’houef a oa laket e giz ar barrez.
Soazig !…
— O vont da belec’h emaout ? emezan, pa oa deuet-hi tost.
— O vont da glask tud da zont d’an difontadeg da Gerloagen, da di va eontr. Dont a ri ive ? »
Mordiern ne respontas ket, ken eürus all e oa oc’h en em gaout gant Soazig evit kaozeal ganti penn-oc’h-penn, kalon-ouz-kalon :
« Ha da dad koz, tennet ec’h eus eun dra bennak dioutan ? »
Soazig a zeuas da veza morlivet :
« Aon ac’h eus o respont ac’hanoun.
Petra en deus lavaret d’it ?
— O !
— Lavar d'in.