davetan. E vuzellou a finve ; trouz ebet ne deue diouz e c’henou.
Klevet a reas an horolach o seni goustadik kement eur a zo etre dek eur beteg ar beure. Dihuni a rae gand an distera trouz ; pa vorede adarre gand ar c’housk hag ar skuizder, skeudenn ar paour a veze bepred dirazan. Prezek a rae an hini maro, met ne rae trouz ebet e vuzellou.
Krena a rae Mordiern. Eur c’hwezenn yen a ruilhe a-hed livenn e gein. Ar c’horf maro a oa savet plomm. Tostât a reas ous ar gwele, goustadik, goustadik, goustadik, evel eun tasmant. Bale a rae hep plega e zivesker. Digor frank oa e zaoulagad ; tamm buhez ebet enno. Sevel a reas e vrec’h zehou a-us da benn Mordiern. Lakât a reas palv e zorn war dal an den yaouank :
« Piou out ? eme Vordiern.
— Va anaout a ri, eme an den maro.
— Petra fell d’it ?
— Pok d’in !
Ha Mordiern a zantas eun nerz heb e bar o sacha e benn war-du ar penn maro. Pa oe o jodou tost d’en em starda, Mordiern a zihunas gand eul lamm :
« Ah !… » emezan, dizammet.
War-lerc’h an tasmant e oa lammet an derzienn warnan, — hennez war e spered, houman war e gorf. En em eüna a reas en e wele, brevet gand ar skuizder. Ar paour a jome bepred war e spered hag e gomzou : Pok d’in ; va anaout a ri !
Miziou a dremenas.
Ar beure a oa lirzin ; geot fonnus a oa er parkeier, bleun er gwez, ha kan al labousedigou, leiz ar girzier.
An heol a zave lugernus a-us d’an dremwel. An oabl a oa splann, digoumoul. Mouk er c’hornog,