Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —


An Drouiz Meur

Mad ! it breman 'barz ho sae-barz.

Ar barz Ab-Domen ’en em lug en e sae hag a zispac’h…

Koueza ’ra e benn en araok, a-drenv an daol-vaen kartons. An arvesterien a c’hoarzo… emichañs.

An Difazier, o kounnari.

Eh ben ! Y a pas de quoi rire.

Ab-Domen, diouz an toull.

Y a pas de mal.

An Drouiz Meur, war an ton bras.

N’eus droug ebet.

Holl

N’eus droug ebet.

An dud a en em denn.

An Drouiz Meur

Hep! Gortozit eur munut. Gouel ar Gorsedd-Digor, reusiset ha kaer meurbet, en despet d’ar raned flêr, a zo echu, siouaz !… Breman emaomp o vont d’en em separi ha da lavarout an eil d’egile eur c’henavo kalonek, betek ma en em gavimp reuniset a-bennn ar bloaz d’ar mare-man, e kreiz eul lanenn-all. Ar Gorsedd-Digor-ze a vezo ivez kaer meurbet hag a gompreno eun nevezenti. Evit dis-