Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/75

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —
Ab-Domen, a lenn

Panevet ar Gorsedd e oamp boud.
Mes ar Gorsedd enn deus hopet : Qui va là ?
Hag arretet paotred Gwalarn en o roud.
Yudomp eta eun hourrah,
Ha ra voudo ar c’horn-Boud
Hol levenez joaiusa,
Dre Vreiz-Izel tout.

An Holl

Bravo ! bravo ! bravo !

Ab-Domen a lenn

Hé la ! hé la ! n’eo ket echu !

Eur boezienn all em eus komanset. Unan modern :

An ara
a ra
hara
ki
ri

Lenn a ra :

Klotennou pinvidik-mor eo penn-da-benn. Pa vezo echuet me a garfe gouzout piou a vezo an hini

ki
ri
ra

Ar Raned

Râââ…