Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —
Quand c’est l’heure du branle-bas,
Le Breton ne recule, cule,
Le Breton ne recule pas.
Hag hepdale, va breudeur ker, ar c’horn-boud a voudo ar Viktor en Argoat hag en Armor.
Stlakadeg ; youc’hadeg.
Holl
Bis ! bis ! bis !
Ar Barz-Diouganer
A voudo ar Viktor en Argoat hag an Armor. (Stlakadeg diehan. Ar barz diouganer a sec’h e dal). Evit konklui, va breudeur ker, GWALARN eo ar wezenn milliget mat da cheta barz en tan, ha c’hoaz e vezo tan fall.
Holl
Ya ! Ya ! D’an tan ! D’an tan !
Eur Barz
Setu aman an numéro diweza.
Ar Barz-Diouganer
Devit anezan en ho ti ; an tan-man a zo eun tan simbolik. Drouiz Meur, hon tad, ar bobl fidel a c’houlenn e vezo kondaonet GWALARN.
Ar Barz-Diouganer, a gemer an hanter kleze.