Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/55

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

akademiou. Mes kaout a ra deomp e c‘hellomp, an taol-man, ober eun akrok d’ur reglamant evit ar vad a vezo bet great hag ar zervich rentet deomp. Re lent eo evit goulenn, ha koulskoude e vefe enorus konta anezan en hor renkou.

An Drouiz Meur

Diskutet e vezo ho propozision goude diskuta e veritou.

Ar Barz-Diouganer

Ar GORSEDD-DIGOR a vo eun taol terrup war benn paotred « Gwalarn » ; meritet o deus beza sac’het — tud a Baris hag a leac’h-all deut da droubli hor repoz — tud hag e vefe great kavadennou kurius en o etat sivil ma karfe deomp-ni furchal.

Lavaret em eus d‘eoc’h e vijen bet berr. Kerkoulz eo din echui p’eo gwir ne ran c’hoaz nemet komans. N'oun ket evit displega dre ar munut ar pez em eus c`hoant, pe e vefe neseser d'eoc’h chom aze da zigori ho kinou dirazoun, betek kuzet an heol ha savet al loar. Mes, evit echui, anzavomp hardi ha yudomp ar wirionez da fas ar bed : An distruj a rafont ne vezo ket distruj bras ma vez kavet tud a volontez vat da ampech anezo ober droug. Ni tout, memprou ar Gorsedd, ni a raio batu d’ezo, noz ha deiz, hep koll halan na kouraj ; ha ma en em unis ganeomp pobl vat Breiz-Izel, ez omp sur da reusisa. An Union a ra an Nerz. Konfians hon deus rak, evel ma lavar ar janson :