Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

zoneg hag ober d‘ezan enor. Goulennet hon deus, dre vuzur a nesesite, e vezo desket d’ar vugaligou, kerkent eat en o zri miz, lavarout ta… ta… eleac’h pa… pa… D‘ar foariou ez omp, d‘ar pardoniou ivez, ha da gement plaz e vez cheu, eur penn-bas en hon dourn, eun tog peizan war hon penn, teier cheletenn war hor c’hein ; war hor morzedou eur bragou mezer groz, ha war hor c’hof-gar, brodreou botonnou-sten. (Stlakadeg-daouarn.)

Holl

Gwir eo, gwir eo.

Kor ar Raned

Râââââââ…

Hag ar raned a selaou adarre.

Ar Barz-Diouganer

Ni a zo Bretoned pur. Ha, va breudeur kêr, ar baotred-ze, paotred GWALARN !… Ah! oh! dizonjet em eus… Ober a reont goap ouz hano a varz !… Sonjit !… pa n’ouzont ket an diferans a zo etre… Met an dra-man a zo bet lavaret. Pa n’ouzont ket goulenn eun tamm bara en eur brezoneg sklear. Rak piou a oar petra a zo er zotoniou a lakont war marc’had al leoriou ? Prenet em eus unan eus al leoriou-ze ; n’em eus bet kouraj awalc’h evit lenn anezan penn-da-benn ; d’an tan eo bet chetet goude ar c’henta pajenn. Petra ’zinifi TONKADUR BUGALE…, ha me oar-me bugale piou ? Pe signifi-