galite panevet-ze — o deus kemeret da dad-paeron ar gwasa avel a c’houez en Armor. Dre-ze e merkont mat tre e fell dezo ober foeltr ha nompas labour profitabl. O fallentez a zo ker doun hag an oabl, hag an distruj a rint a vezo ker bras hag ar mor. N’eo ket savetei ar brezoneg eo a rint, nemet kas anezan da netra. Eul langach ker brao, ker respetet gant an holl, karet kement gant an touristed, chomet ker yac’h betek-hen dre priziou ha konkouriou anuel ; eul langach bet kaozet gant ar Goloaied, — an holl a oar petra zinifi Toulouse, kear ar goadigennou brudet. — eul langach bet kaozet pelloc’h gant… Adam marteze ha gant Eva e bried… Ha piou, va breudeur kêr, a zo da vont d’ober ar revolusion-ze ? Kredi a ra d’in n’em eus ket lavaret d’eoc’h c’hoaz. Ne lavarin hano den ebet evit nompas kaout trouz. Bretoned int, va breudeur kêr, Bretoned eat da Barizianed ha Parizianed deuet da Vretoned ; eur vandenn baotred yaouank milliget ha n’eus ket eur varodenn war stal o mec’hi, ha n’eo ket hirroc’h o brezoneg eget penn o fri, pa n’ouzon ket an diferans a zo etre per ha Per ha mez ha mez. Morse ne gaozeont brezoneg etrezo ha diaes e vefe dezo — eun tamm galleg plat ne lavaran ket ; ha morse ne tougont ar gwiskamant breton na chupenn brodet o c’hanton. Ober a reont goap ouz bragou bras hon tadou, ouz brug hor meneziou, ouz al lann alaouret, ouz ar balan melen, ouz ar Pempolaise, hag ouz kement dra santel a zo e Breiz-Izel… Padal, ni, ar Varzed, ni hon deus great hor fosubl evit skigna ar brezo-
Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/49
Neuz