Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


Eur Barz, d’eun diskibl

Hennez a zo bet marichal de loji pad e amzer servich.

An Drouiz Meur, o klask eul listenn all

N’eus ken ?

Eun Drouiz

Aze maint tout.

An Drouiz Meur

N’eo ket hir listenn ar re veo e kenver hini ar re varo. Ar varzed :

Ab-Solvenn.

Ab-Solvenn, eus al lagenn.

Aman.

An Drouiz Meur

Ab-Ouezpenn !…

Ar Varzed, a bouez-penn

Ab-Ouezpenn.

Ab-Ouezpenn, eus al lagenn.

Petra zo ? Ne glever seurd ebet gant ar raned-man.