Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/34

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


An Drouized

N’eo ket deuet.

An Drouiz Meur

Ab-Attis… Den ne respont ?… Ha ! gast ! me an hini eo. Prezant !

Kor ar Raned

Râââ… Rââââââ…

An Drouiz Meur

Ar raned !… ar raned !… It, drouiz yaouank, ha chenchit penn d’ar poull.

An Drouiz, en eur vont

Ar raned a gomans ammerdi ac‘hanomp.

An Drouiz Meur

Ab-Rasdhomme.

Ab-Rasdhomme, el lagenn, droug ennañ

Aman emaoun.

An Drouiz Meur

Ab-Hermine.

Ab-Hermine

Prezant.