Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/35

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ket deoc’h anzav, gwaz a-se ! Ober an azen ganin, ha lavarout d’in e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !…

AN ARZOUR

E Sant-Malo e oan, Aotrou Komiser..

JEREMI

Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e straed Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ac’hano, dre laer da dre guz, cheddit en ho torn, betek plasenn en Ti-Kêr, hag eno… boum !

AN ARZOUR

E Sant-Malo, en hotel Solidor.

JEREMI

Ta ! ta ! ta ! gwelloc’h e karfen bezan dogan eget kredi ho kevier.

AN ARZOUR

Hi ! Hi ! Hi !

JEREMI

Perak e c’hoarzit ?… Hogen, evit furchal oun deut amañ.

AN ARZOUR

Furchit !

JEREMI

Pelec’h emañ ho liziri ?

AN ARZOUR

N’em eus ket a liziri.

JEREMI

Eur bern mignoned a skriv deoc’h, koulskoude. Gouzout a ran o anoiou ; gant eur paotrig eus ar P.T.T int bet degaset d’in.

AN ARZOUR

Mignoned, ha mignonezed zoken, ken alies ha bemdez… Nemet ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet.

— 35 —