Eun devez a hloar, e vije bet ar Zulvez-se, paneved taol-trafalgar Roazon.
Padal, a-raog an deiz, en-doa tarzet ar Monumant.
Ez-skwer e oa bet skoazellet Roazon gand Gwened !…
E Redon e oa erru an Aotrou Herriot, o tond diouz Pariz da Wened gand e goskor, pa glevas ar helou diwar diweuz mêr Roazon e-unan, an Aotrou Lemaître.
Ministr Kenta ar Hallaoued a lammas diwar beg e deod ar ger estlamm galleg brudet :
— « M… ! Petra ’lavarin dezo ? »
Dezo ?… D’ar Vrezoned deredet da Wened da ober degemer Dezañ, Kannad Bro-Hall, en ano Breiz Leal… Rag anad e oa, adaleg neuze, n’oa ket « leal » an oll Vrezoned !…
Tomm bero ruz e oa an heol, ar zulvez-se, en eun oabl hinon. Eun heol a viz eost. Ar Pennou-Braz, avad, e oa bet skornet o dremmou dezo gand ar helou kasauz. Ha ne oent ket evid diskornan a-hed an deiz.
Dremmou Gwenediz hag ar weladennourien n’oant ket heñvel. C’hoarzin a ree ar re-mañ gand eur joa divergont, o kleved an nevezinti. En ostaleriou leun-tenn hag en tiez, e touged yehedou da ziskar an Delwenneg ha d’an « dorfetourien » dianav
Ar boliserien, kennebeud, n’oa ket dizeblant o dremmou. Gweled a reent, hiviziken, eun « otonomist » milliget e kement kristen a yee re zonn gand e hent…
Diwar neuze, n’eo ket mui c’hoari e oe. Dindan boan lakaad goueliou Gwened da goll lufr ha talvoudegez, e oa red teurel an dorn prim ha buan war unan pe unan euz dismantrerien ar Monumant. Ouspenn m’o-doa eur vezekadenn da walhi. Soñjit eta ! kemennet e oa bet, en a-raog, dezo, poliserien, ha d’ar helaouennou, gand eur helh-lizer sinet : « Gwenn-ha-Du », e vije bet diskaret Delwenneg Roazon, da geñver goueliou Gwened !!! Ha kemeret e oa bet lizer ar Gevredigez Kuz evid eur godiserez !
Distaget e oe an oll friou-furch a-dreuz ar vro, hag e kement kêr ma vev Brezoned. Toullbahet e oe gwazed youank, heskinet berniou tud, ha greet, e-kerz c’hweh miz, furchadennou e ti ouspenn tri mil Breizad, kabluz dre ma