Pajenn:Riou - Dogan.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

’zo !... Dizoñj eo ar Hallaoued.

Gwened, avad, he-doa kaset he hefridi da benn gand aket, hag heb damant da gleier, trompillou, ha taboulinou ar Vruderez. E Gwened eo e oa bet sinet ar Feur-Emgleo e 1532. Da Wened e oa, na petra, da vruda war un ton braz ar seurt Degouez Istorel mennet gant Doue E-Unan !

Gand piou an duzig e oe broudet kelaouennerien an « Ouest-Journal », da genta, an « Ouest-Eclair » da heul, ha da houde, oll gazetennou Bro-Hall ?… E-pad c’hweh miz, heb ma oe disterniet eun devez, e oe helibini etre ar helaouennou, o voulla pennadou, o houlennata tud uhel : arzourien, skrivagnerien, politikerien, kargidi, diwar-benn kaerder ha madelez « dimezi » an diou vro, gall ha breizad, oh embann luhskeudennou aozerien ar gouel, ar merhed yaouank a oa da veza « rouanezed » an abadennou, ar brefeded, an eskibien, ar zonerien biniou, an tirvi, ar yer, an istr, — rag « Concours Agricole » a oa ivez, h.a., h.a.

Pajennadou a vefe da skriva diwar-benn an traou mad mesk-ha-mesk gant an traou droch, a oe dibunet er helaouennou da rei lufr da Reuz ar pevare Kantved.

Ha gouel a oe, ken a foeltre, e Gwened, penn-da-benn eur sizun ! Va zesteni a hellan rei, rag eno e oan, ha kazetenner ahanon, ouspenn.

Ha brud a oe : kazetennerien oll gelaouennou Europa, da lavared eo Daoulagad ha Diskouarn ar Bed-oll, a oa deredet da Wened, da weled, da gleved, ha da rei testeni a-zivoud Unvaniez didorr Breiz ha Bro-Hall, da embann ne weled du-mañ na liou na roud euz an dispaherien, a lavared e vagent keuz d’ar Frankiz a wechall. Paotred « Breiz Atao ? »… Eun dornadig fentigellerien !…

Ar zul, 7 a viz eost, a oa da veza an Deiz Braz. Ambrougadenn geneduz a-dreuz strêdou kêr, dre zindan ar bolzou-enor ha mor liezlivet ar bannielouigou flammeg ; bole ar hleier, tennadeg kanoliou ; prezegenn dindan Kohu an Ed, gand an Aotrou Edouard Herriot, Ministr Braz Bro-Hall ; c’hoariva, sonerez, korolladegou al Loie Fuller, ha n’on dare mui petra…

4