pennad, d’an Arzour.) Ne gomprenan na penaoz, na perag hoh-eus kredet ober din eun taol farserez ken brao kudennet, rag eun taol farserez n’eo ken... Perag oh eet da Zant-Malo ha diskennet en otel Solidor ? Ne houlennan ket diganeoh perag oh eet da dremen an noz euz ar c’hweh d’ar seiz e Sant-Malo, peogwir... - n’am respontit ket! - peogwir, e-kreiz an noz, oh deut da Roazon d’ober an taol ?... Mousc’hoarzin a rit. Ha kompren a ran ; ar prouennou-mañ a zo farserez ivez ha n’eo ket c’hwi hoh-eus greet an taol.
N’eo ket me, a lavaran deoh.
Soñjal a reen n’eo ket c’hwi an hini oa. An arzourien n’int ket gwall baotred hag o zaoliou dispar a lak atao da hoarzin. Soñj am-eus, pa oan e skol ar skulterez e Pariz - rag me ’zo bet darbet din mmond da skulter paneved e oan eur zero war ar vicher, nag a droiou kamm am-eus c’hoariet... Ha n’oh ket evid lavaroud din petra a zouge ahanoh da vond da Zant-Malo ?...
Abalamour...
Ne houlennan ket diganeoh an abalamour euz ho pourmenadenn. Lavarit din perag, c’hwi, eur breizad taer, n’oh ket eet da Wened, evel ar re all ?
Abalamour ez een da Zant-Malo...
Mad, mad ! (Dezañ e-unan) Al loen... (Kregi a ra er pellgomzer) Allo ! Sant-Malo 45-74 evid 89-46. (D’an arzour) An otel Solidor am-eus goulennet.