Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Dogan.djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

evidout a fell din lavaroud. Ar penn a denn, netra ken... Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto dit an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontuz liva poltred eur hast, e noaz pill, ha lakaad warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto dit, marmouz fall ; ker e kousto dit...

AN ARZOUR

Penaoz em-bije gallet lakaad penn ho kwreg war an daolenn-ze ? N’em-eus ket dibennet eur horv na digorvet eur penn all evid lakaad da zegouezoud ar pez na zegouez ket.

JEREMI

Ne gomprenan ket.

AN ARZOUR

Eun arzour en dije komprenet. Penaoz em-bije gallet liva ho kwreg e noaz heb hi dirazon ?

JEREMI

Pa lavaran dit eo penn va gwreg war gorv eur hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evid eul liver. Va gwreg, honnez ? Ne denn ket dezi zoken, nag a-bell nag a-dost.

AN ARZOUR

Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, nag ar poltred n’eo ket echu. Mankoud a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou.

JEREMI

A ! O !... (Red eo dezañ azeza).

AN ARZOUR

Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad.

JEREMI

(Dezañ e-unan). Daou e oant war varh-dre-dan, maouez a-raog... nann, gwaz a-raog, maouez a-dreñv... An n° 50 n’eo ket ken diod ha ma krede din. Ha me a gase va gwreg... (Eur

40