Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
vloaz ’zo nemetken, eo bet staget Breiz ouz Bro-Hall, ha ne oulen ket... Na tad, na mamm na mestr ne zeskas din ar gentel-ze. (Breizad taer, en eun taol). Tad, mamm ha mistri-skol a zo torfetourien.
LAOU
N’int ket torfetourien, Lom ; rag, kazi zur, ne oant ket gwall zesket o-unan.
LOM
(Eüruz). Hizio, e Gwened e vo greet gouel braz gand pevare kantved an Unvaniez, hag, eeun hag eeun, d’ar penn-devez... bing ! Hervez ar mod, ne blije ket ar monumant-se d’an oll.
JEREMI
Hañ ?
LOM
Me ’oa o tisplega da Laou penaoz eo c’hoarvezet an taol...
JEREMI
An taol, ar gwall daol... Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ?
LAOU
Mar deo c’hoarvezet ?
LOM
Flastret ha flistret.
LAOU
Mahagnet e kement korn ha war gement tu.
LOM
Friket.
JEREMI
(O prederia). Hirvoudusad noz !
15