Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
LOM
(Krenn), Ar monumant a zo bet dihastet.
JEREMI
Hañ !
LAOU
A zo bet diskaret.
JEREMI
Monumant piou ha monumant petra ?
LOM
Ar monumant kaerra a oa e kêr Roazon.
JEREMI
Hini plasenn an ti-kêr ?
LOM ha LAOU
Ya ! Monumant an Unvaniez !
JEREMI
Ar Mo... Ar Mo... mo... nunu... Allaz ! Allaz ! (Hag e kouez war e goañze, mantret).
LOM
(Mao an tamm anezañ, gand e zeskadurez nevez prenet) Gouzoud a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ?
LAOU
Gouzoud a ran ; mil bell ’zo eo bet desket din ar gentel-ze euz on istor.
LOM
Te ’ oar an dra-ze mil bell ’zo ha me n’em-eus desket ar gentel-ze nemed ar mintin-mañ, - gand ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keid ha te er skoliou ha den ne zeskas din e oe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri dezo o-unan. Pevar hant
14