evit poaza traou er gouelec’h, evit daou vanac’h a zo eno ha ne zebront nemet frouez gouez ha gwriziou.
Al loar a verk ouspenn hanter-noz, hag emaint bepred o daou o vont hag o tont dre ar c’hoad.
War-dro hanter-noz hanter, sklerijenn eun tan-gwall a ya dre zindan ar c’hoad ruziet ganti korfou an dervenned. Flammou a zav uhel, ker uhel hag ar gwez, hag e-kreiz drask ar flammou, moueziou spontet, kounnaret, raouliet…
Ar Vretoned, o tec’het, a glevas trouz war o lerc’h : gwelet a rejont gant souez o tremen, tiz spontus warno, kezeg divarc’het ha moc’h-gouez pennfollet.
Ha, pa oa sioul ar c’hoad ha sioul ar c’heo, p’ edo ar flamm o vervel en e c’hinou, ha pa varve en e diabarz, gloc’horennou ar c’hig o tistana, eur manac’h koz a lavare d’e ziskibl, en eur pokat d’ezan :
— N’eus mann evit gwalc’hi par d’ar gwad ha d’an tan !…
J. Riou