Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Brec hilllien.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

moc’h-gouez ; da geo a zo d’eomp ; ha, mar dout beleg eun doue, e vennigi hor c’housk.

Lammet a reas diwar gein e varc’h, droug ennan.

E-barz ar c’heo emaint, bern war vern, sterniet evit an emgann, hag o c’hlezeier stag outo.

Trouz ebet er c’hoad nemet roc’h ar Zaozon, hag, a vare da vare, c’houirinadenn eur marc’h digabestr ha distag.

Brec’hillien, eat ar c’housk pell dioutan, a gerz dre ar c’hoad, gant Urien, e ziskibl yaouank, e ziskibl diveza.

— Lazet e vezimp warc’hoaz, mar domp kavet aman ! eme ar manac’h d’e ziskibl. Kerz pell ac’han, va mab ; tec’h gant ar re all, war du ar menezioù... Pa vo nerz a-walc’h en da ziouvrec’h, ra zeuio sonj d’it eus ar manac’h mougn ! Ma eo red d’in chom aman evit hencha faoz ar Zaozon evit buhez ar Vretoned... Ha, pa vo gevier ar c’homz diveza a lavarin, n’em bezo ket aon da vont dirak va Barner...

Mont a ra hag a zeu, e galon drubuilhet hag e benn o virvi.

— Er c’heo emaint, emezan, kousket int. Ha n’em befe ket gounjer d’o laza ?... Beleg oun, gwad hor zalver hepken a dle skuilha va douarn... Breizad oun, ivez ; ezel eur vro doaniet oun ; ar vro mac’het eo va bro. Pep Breizad a zo gedour ha brezelour. N’eo ket dleet d’in o laza ?...

— Met, va zad, en eur sponta ar c’hezeg ?...

— An amprevaned a jomfe beo hag a yafe war droad war-lerc’h ar Vretoned, en eur laza e kement kear a vefe war o hent. Gwasoc’h a vefe... O c’hezeg ne reont van ouz an taolioù nag ouz moueziou an estren : ne anavezont nemet mouez o mestr... Red eo d’in o laza... Kerz ac’han, va mab !...

— N’ez in ket... Ma varvez, ganit e varvin : kalon a-walc’h a zo ennon evit mervel evit va bro.

Brec’hillien a zonje en e spered :

— Kousket mat int : n’o devo ket a amzer da zihun na da glemm... N’eus kontell ebet warnon evit o dic’houga !... O c’hleze a zo stag ouz o c’houriz... Na kontell, na kleze, na morzol !...

Met en eun taol-kont, e paras eun heweledigez dirazan, evel eul luc’hedenn o regi an noz : diveza enebourien Breiz o en em stleja, o tec’het, o tiwadi a-hed o hent, hag o vervel flastret gant kern ar c’hezeg gouez.

Brec’hillien a youc’has gant levenez.

Mont a reont dre ar c’hoad, Brec’hillien hag e ziskibl, peb a vec’h war o skoaz.

E mezeven ne glasker ket keuneud evit tomma, nag evit sklerijenni pa bar al loar en oabl dizolo ; ne glasker ket kennebeut