Ne oa ket maro tre an deiz er c’hornog ; pellaet ’oa an arne, hag e tu ar reter edo al loar o sevel.
Brec’hillien a bede bepred…
Met petra a ree d’ezan arne spontus pe oabl splann ?… Hen, mab d’eur roue, bet gwechall penn-lu e kement brezel a zirollas war an Enezenn, hen, gloazet, mougnet, eat d’ar gouelec’h, p’ edo didalvoud e gorf, da bedi noz-deiz evit buhez Breiz, ha gwelet hirio o tec’het an diveza brezellerien !… Red eo kaout nerz eun tu bennak, evit mirout ouz ar c’horf da goueza gant ar glac’har hag ar strafuilh.
Ar manac’h koz a jomas ploum war e dreid.
Met ma vije bet splann an oabl, e vije bet gwelet daelou o tarza dindan e valvennoù finvus hag o ruilha war e zremm ruskennek. E zaoulagad a baras war an Nenvou evit klask lenn enno Tonkadur garo e c’houenn.
Eun trouz toc’hor a zavas eus e c’houzoug, dister evel klemm eur bugel :
— Aotrou, emezan, peseurt torfed a bouez war hon diouskoaz ?... Perak e c’hellez lezel ar Zaozon da veza trec’h warnomp ?… Hon gouenn da azeule, met ne jom mui nemed bugale, gwragez ha tud mac’hagnet da stoui o fenn dirazout… Doue, gwad an aberz a blij d’it evit gwalc’hi ar bed, met ne gemerez nemet gwad ar c’halonou glan. Holl int eat davedout, hor gwazed kadarn, nerz hor bro... Oh ! laz ar re a jom gant an anken hag ar glac’har, ha mir ouzomp da welet dirazomp muntrerien hor gwazed, ha ruz c’hoaz gant gwad o zorfed !
A-us d’e benn, a-us d’ar c’hoad, uhel, uhel, ’barz an oabl digompezik c’hoaz, e kredas d’ezan klevet eur vouez glac’haret o lavaret :
— Gant eur pok eo bet gwerzet mab an den.
Silaou a reas… Trouz ’oa er c’hoad : youc’hadennoù skiltr evel yud ar bleizi. Tud e oant ; o mouez a grenvae, dre ma tostaent… E-touez c’hoarzadeg gouez ha youc’hadennoù euzus, an douar o tassoni, ha koad sec’h o strakal dindan kern ar c’hezeg.
— Ne fell ket d’it ’ta, manac’h gouez, lavaret d’eomp ec’h eus gwelet Bretoned o tremen ?…
Ar manac’h, mud, ha sounn e benn, sklerijennet gant bannou al loar, a zelle ouzh ar Zaozon e-kreiz o daoulagad.