Rivanon avat, ne oa en e galon nemet melkoni hag hirnez.
Devezhioù a dremenas hag an arzourien a glaskas gouzout petra oa deut adarre o mignon da vezañ. Ne veze gwelet e nep lec’h, nag en ostalerioù war an deiz, nag, en noz, er c’hoarioù pe er festoù darempredet.
Rivanon en doa prennet dor e di, hag e laboure hep astal ; ha pa zeue unan bennak da c’houlenn digor, ne veze respont ebet.
Ar vuhez a darzhas war al lien e daoulagad hiraezhus gwerc’hez ar Run-Heol.
Ne ziskouezas Rivanon ar poltred-se da zen, na zoken d’e vrasañ mignoned. Bemdez avat, e selle outañ, pe gwelloc’h, e selle outi, rak e gwirionez e oa Levenez hec’h-unan adsavet d’ar vuhez.
Adalek neuze e teuas Rivanon da vezañ laouen. Pa c’houlenne, avat, e vignoned digantañ perak ne live mui e tarzhe ur mousc’hoarzh trist war e vuzelloù ha ne responte ket.