Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gare mui an darempred. Pe oa trist pe laouen e galon, Rivanon ne ouie ket mat a-walc’h e-unan. En e valeadennoù pemdeziek, a-dreuz ar parkeier, e kave atav an tu da bignat war ur grec’hienn bennak evit gwelout, war an dorgenn all, ur siminal o vogediñ el liorzhoù glas.

Ar Run-Heol… Levenez…

— Poltred ar Gened.


Hag un abardaez, en ur zistreiñ d’an Ilvern d’an eur ma tave al laboused er girzhier, Rivanon a voe souezhet o selaou lammoù e galon : karout a rae ar plac’h yaouank bouzar ha mut, Levenez ar Run-Heol.

Diskenn a reas dre ar wenodenn, laouen hag ankeniet, e c’hwez vat ar serr-noz o tostaat.

Ar c’hloc’h a dintas e tour an iliz-parrez. An añjeluz o seniñ, a soñjas an arzour. Pa zilamme, avat, dreist ar c’hleuz en hent bras, e klevas div vaouez o komz etrezo, hag unan a lavare :

— An Aotrou Doue en deus roet dezhi ar parlant hag ar c’hlevoud.

Rivanon a voe ret dezhañ azezañ ouzh ar c’hleuz.


Ya, gwir o doa lavaret ar gouerien pa anzavent ne vije ket chomet mui gwall bell Rivanon en o bro.

Antronoz vintin, an arzour a oa aet kuit. Ne c’hellas ket padout hiroc’h en Ilvern, gant ar c’hloc’h o tintal e kañv, en draonienn. D’ar gêrbenn e tistroas, mantret ha gloazet.

Ne c’hello biken livañ poltred ar Gened.

E vignoned ouzh e welout a voe laouen-bras.